Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

ar c’homzou-man oc’h treid ar groaz : evel-hen eo e kar ar galoun. Ne ket kaout poan, ar c’hoant en deuz an ene da gaout poan evit beza karet gant Doue, ar c’hoant-se eo a zo ar merk gwella evit gouzout ha ni a gar Jezus-Krist. « Petra a zo kaeroc’h, eme zantez Thereza, eget anaout mad ez omp karet gant Doue ? » Siouaz ! an darn vuia euz an dud a gren gant spount evel ma klevont hano euz ar groaz, euz a boan hag euz a enkrez. Eun ene-bennag a zo c’hoaz evelato hag a zo douget da garet kaout poan, evit gellout muioc’h a-ze plijout da Zoue ; ar vrasa kroaz evit-ho a ve choum war an douar hep kaout eur boan-bennag. « Gwelet Jezus stag oc’h ar groaz, a lavare eun ene mad, a ra d’in kaout ker kaer ar groaz, ne ven ket euruz ma ne gavfen nep poan da c’houzanv dre garantez oc’h Jezus-Krist. O karet Jezus, em beuz a-walc’h euz a bep tra, hag eul louzou mad oc’h pep poan. » Pe ali a ro hor Zalver d’an hini a fell d’ezhan mont d’he heul ? Kemeret ha dougenn he groaz. Red eo d’e-omp eta kemeret ha dougenn anezhi hep klemm, a galoun vad ha gant karantez.

10. — Ne vec’h ket evit lavaret pegement ez eo karet gant Doue an den a zo izel he galoun, hag evelato a grog gant karantez hag hep klemm er c’hroasiou a den d’ezhan euz an nev. Sant Ignas a lavare ne d-euz koat e-bed a gement a ve gwelloc’h da zigas ha da zerc’hel karantez Doue enn ene, evit na d-eo koat ar groaz : da lavaret eo e tleer karet

Doue e-kreiz ar poaniou brasa. Santez Jertrud

4