Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

ar sklerijenn gwirion. Kemerit eta ho renk e-touez ar Zent, hag ho lodenn el levenez dispar ne vez kavet nemed enn nev dirak Doue. — Evel-se bezet great !

Digemerit, va Doue, ho servicher (pe ho servijerez), el leac’h m’en deuz bet esperans da erruout abalamour d’ho madelez. — Evel-se bezet great !

Pellait, va Doue, dioc’h ho servicher an ifern ken spountuz, ar poaniou a c’hellfe he waska, hag an oll drubuillou. — Evel-se bezet great !

Diouallit, va Doue, ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Enok hag Eliaz ouz ar maro a sko an holl. — Evel-se bezet great !

Diouallit, va Doue, ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Noe ouz an diluj. — Evel-se bezet great !

Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Abraham euz a vro ar Galdeaned. — Evel-se bezet great !

Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet an den santel Job euz he boaniou. — Evel-se beset great !

Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Izaak a zaouarn he dad, a oa o vont d’he ginnik da Zoue e sakrifis. — Evel-se bezet great !

Va Doue, diouallit ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Loth pa goueze ar glao soufr ha tan war Sodom. — Evel-se bezet great !

Va Doue, tennit a boan ene ho servicher,