Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —

evel m’oc’h euz tennet Moizes a zaouarn Pharaon. — Evel-se bezet great !

Va Doue, diouallit ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Daniel e-touez al leoned — Evel-se bezet great !

Va Doue, tennit a boan ene ho servicher evel m’oc’h euz tennet sant Per ha sant Paul euz ar prizoun. — Evel-se bezet great !

Hag evel m’oc’h euz tennet santez Tekla guerc’hez ha merzerez, euz tri seurt poaniou skrijus meurbed, plijit gan-e-hoc’h tenna ive a boan ene ho servicher (pe ho servicherez) evit he gas gan-e-hoc’h da gemeret perz e joa ar Baradoz. — Evel-se bezet great !

Peden. — Selaouit, o va Doue, ar pedennou a reomp d’e-hoc’h evit ene ho servicher (pe servicherez) ; ni ho ped, Jezus, Salver ar bed, da gaout ar vadelez da lakaat an ene-man e-touez ar Batriarched santel, rak evit-han ez oc’h deuet war an douar, dre drugarez. Anavezit ama, o Jezus, an hini oc’h euz krouet rak an ene-man a zo d’e-hoc’h; n’eo ket bet great gant doueou all, hogen, nemed gan-hoc’h-hu hoc’h-unan, Doue gwirion hag eternel, rak n’euz Doue nemed-hoc’h, ha c’houi hep-ken a c’hell ober ar pez a rit. Kargit a joa an ene paour-ma, o tigeri d’ezhan ho Paradoz. Ankounac’hait he zempladurez tremenet hag ar pec’hejou eo bet lakeat da ober gant ar speded fall : rak evit-han da veza kouezet er pec’hed, n’en deuz goulskoude nac’het nag an Tad, nag ar Mab, nag ar Spered-Santel ; kredet en d-eus servichet en d-euz Doue, hag adoret he Grouer. Evel-se bezet great !