Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

hag evit m’en em drèc’hin er-vad, grit ma c’halvin ac’hanoc’h hep paouez dre ar beden ; d’e-hoc’h-hu e fell d’in beza holl, d’e-hoc’h e roan va c’horf, va ene ha kement tra a zo em spered hag em c’haloun ; ne fell mui d’in beva nemet evid-hoc’h hag evid-hoc’h-hu hep-ken, va C’hrouer ha va Zalver, va c’harantez ha va holl vad ! Kousto pe gousto e fell d’in beza santel, ha fisianz am beuz e vezin, dre ho kras hag ho madèlez. Grit d’in kaout poan hag enkrez a bep seurt, hogen, roit d’in bepred ho kras hag ho karantez. Gwerc’hez Vari, fisianz ar bèc’herien, enn-hoc’h ive ema va fisianz ! Kement tra a c’houlennit digant Jezus, ho Map, a vez roet d’e-hoc’h gant-han ; erbedit evid-oun dira-z-han, ha dre ar garantez o peuz ouz Jezus-Krist, grit d’in kaout nerz evit ma ’z in rag-êeun war ho lerc’h da borz euruz ar baradoz !


————