Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 225 —

savo anez enn he enep, he galoun direiz hag he dèchou fall. »

19. — An ene, oc’h en em rei da Zoue hag o kaout da genta eun dudi vraz gant-han, a zilèz an traou krouet a-nebeudou hag hep kalz a boan, evit en em staga oc’h Doue. Hogen, dre ne ra kement-se nemet dre ma kav mad an dudi a danva, hep beza douget a galoun da blijout d’an Aotrou-Doue, an ene-ze a gred, er meaz a wir, e kar Doue seul-vui ma kav mad servicha anezhan. Ha petra a c’hoarvez goude ? Neuze, kristenien, pa vez red dilèzel ar beden hag an traou santel a ra, o kaout enn-ho kemend-all a zudi hag a levenez, evit rankout senti oc’h eur mestr hag ober ar pez a zo dleet d’ezhan dre he stad ; ia, neuze, e vez d’an ene eur boan vraz, neuze en deuz nec’h hag enkrez. Setu, kristenien, peger sempl ha pegen dinerz eo an den a glask e kement tra a ra ar pez a gar hag a gav mad. Goude-ze an ene paour, o welet ne gav mui e servich Doue ar joaiou a gave da genta, a zilèz pep tra vad a rea, a verra he bedennou a zeiz da zeiz hag, enn distro, ne lavar mui hini e-bed. Setu eno petra c’hoarvez gant kalz a eneou ; klevet mouez Doue a reont, mom a reont enn hent ar zantèlez, ha goude bale eur pennad dindan dudiou an nev, dioc’h-tu ma ’z eo red d’ezho dioueret grasou Doue, dioc’h-tu e troont ho c’hein hag e tistroont d’ho buez fall. Red eo eta kredi er-vad : karantez Doue hag he zantèlez n’emaint ket o tanva hep paouez

frealz ha dudi gwalc’h ar galoun ; hogen, o

13*