Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —

pinijen, da iun ha d’en em gastiza kalet e pep giz. Da lakaat evez a zo, evelato, oc’h ar frouden a zantelez-ze, hag eun tad-kovesour mad a dle neuze derc’hel penn oc’h an ene kristen ha miret out-han, da vihana, na noasfe ar gastiz a ra oc’h ar ièc’hed. An droug-spered, pa wel ec’h en em roer da Zoue, hag e teu da genta levenez digant-han d’an ene, a re d’ezhan an ali da ober pinijen galet, evit he lakaat da goll ar ièc’hed, ha dre-ze evit miret out-han na raio divezatoc’h na pinijen, na peden, na kommunion, na netra vad all e-bed ken ; hag enn distro euz an hent-ze, e tigaso an den a-nevez da blegou ha da dechou fall he galoun. An tad-kovesour a dle neuze eta miret krenn na rafet ar seurt pinijennou-ze ; kelenn a dle an ene mad d’en em gastiza a galoun, me lavar da c’houzanv hep klemm an dismeganz, ar poaniou, da zenti oc’h he vistri, da choum hep klevet na gwelet ar pez a gare. An ene mad, o vont evel-se rag-êeun dre zourn he dad-kovesour ; pa vezo deut da veza kre a-walc’h he-unan, a c’hello goude oher pinijen gorf nebeud-a-nebeud, gant ma talc’ho evelato da gemeret kuzul eur weach enn amzer. War gement-man, arabad eo lavaret evel-kent ne dalv netra pe ne dalv kalz kastiza ar c’horf, rak pegement-bennag ma ’z eo pinijen ar galoun enn tamm brao gwelloc’h evit mont d’ar zantelez, kastiza ar c’horf ne d-eo ket fall ken nebeud. « Anez kaout poan gorf, eme c hoaz sant Visant a Baol, den ne c’hell a-grenn beza mare d’ezhan he-unan, da lavarct eo, e