Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —

veza a-unan gant Doue enn nev, diwar an derez-ze e pigner eaz er Baradoz.

16. — Ar boan vrasa ho deuz an eneou keiz er purgator, a zo ar c’hoant ho deuz da vont gant Doue, ar boan-ze a vezo braz da eneou ar re n’ho devezo bet nemet eun nebeud c’hoant da vont d’ar baradoz. Ar c’hardinal Bellarmin a lavar ez euz er purgator eul leac’h n’ho deuz an eneou poan e-bed enn-han nemet choum hep gwelet Doue. Diwar-benn ar boan-man meur a dra zo bet lavaret gant sant Gregor, sant Visant Ferier ha santez Berc’hed. Ar boan-man ne vez ket gouzanvet er purgator evit ar pèc’hejou, hogen evit na vez ket bet a vall a-walc’h er bed-man da vont d’ar baradoz. Kalz a eneou a fell d’ezho mont d’ar zantèlez, hep koulskoude kaout c’hoant da vont diwar an douar, da vont d’an nev da veza unan gant Doue. O veza ma ’z eo ar vuez euruz eur mad, ne d-euz mad e-bed koulz hag hen, eur mad hag a zo bet gounezet d’e-omp gant Jezus-Krist o vervel war ar groaz. Doue dre-ze a re poan d’an eneou evit an nebeud a c’hoant ho deuz bet epad ho buez da vent d’he gaout d’ar Baradoz.


Peden a Garantez


Va Doue, krouet ho peuz ac’hanoun evit ar baradoz ; hag evit digeri d’in porz euruz an nev, ho peuz va frenet euz an ifern. Evelato, siouaz d’in ! em beuz droug-c’hreat aliez enn

ho kever ; dilezet em beuz an eurusded ho poa

12*