Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

ia kement dre-z-han, ma teu ive da veza e doare Doue he-unan hep paouez evel kent da veza ene atao. Ker harr ha kel leun eo euz a Zoue ma ’z eo beuzet enn-han, ma ’z eo koulz lavaret evel na ve mui anezhan. Setu, kristenien, petra a c’houlenne an abostol sant Paol evit he ziskiblien.

14. — An eurusded-ze a fell da Zoue rei d’e-omp holl goude buez ar bed-man a zo lakeat ken doun ar c’hoant anezhi enn hon ene paour, ne vezo birviken e peoc’h ken a vezo unan gant Doue enn nev. Evit gwir, ar re a gar Jezus-Krist a gav ar peoc’h oc’h ober ar pez a fell da Zoue ; evelato n’int ket evit kaout eur peoc’h gwirion er bed-man, rak ar peoc’h ne deu d’an den nemet goude he alanad divèza, pa’z a da welet Doue evel m’ema ha da veza beuzet enn he garantez. Ken na vezo neuze, an ene e poan hag e nec’h a glemmo hag a hirvoudo bepred.

15. — O va Doue, o c’hortoz ma teuoc’h d’am gervel david-hoc’h, emaoun e peoc’h enn draonien-man a zaelou, evelato ez eo c’houero an doan am beuz, pa zonjan pegen nebeud emaoun c’hoaz a-unan gan-e-hoc’h-c’houi a dle beza va diskuiz, va feoc’h ha va eurusded. Ar zent, hag hi dèvet ho c’haloun gant tan ar garantez, a hirvoude evel-kent war-zu ho bro euruz. Ar mad a c’hortozan a zo ker braz, eme zant Fransèz Asiz, ma ’z eo va foaniou evel eur blijadur d’in. Setu frouez eur garantez ar zantela. An huela derez euz a skeul ar garantez er bed-man a zo c’hoantaat kalounek mont da