Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

diveza staget ar vein kaer a wele ouz he c’hurunen, ha nebeud amzer goude e varvaz.

7. — Ar poaniou hag an dismeganz a zo c’houek ha mad d’an eneou a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez. Ar garantes-se eo a rea d’ar verzerien gouzanv hep klemm beza dispennet e beo gant ivinou houarn, beza devet ha lakeat d’ar maro. Sant Prokop, epad ma verzeriet anezhan, a lavaraz d’an tirant : « Gra d’in ar muia poan a c’helli, ha desk ne d-euz netra hag a ve ker mad d’an hini a gar Jezus-Krist evel ma ’z eo gouzanv ha kaout poan dre garantez out-han. » Ar merzer, sant Gordian a lavaraz ive d’an hini a c’hourdrouze he lakaat da vervel : « Va lakaat d’ar maro a ri, eme-de, ha me a garfe mervel nousped gweach dre garantez ouz Jezus-Krist, va Zalver. » Ar zent a gomze evel-se marteze o veza ne voa ket ar boan evit kregi enn-ho, pe dre ma voa kollet ho skiant gant-ho ? Nag an eil nag egile, eme zant Bernard, ne gomze ar zent enn doare ma reant, nemet dre ma c’hwient er-vad e vije talvouduz-meurbed d’ezho koll pep tra, gouzanv pep poan, hag ar maro zo-ken dre garantez ouz Doue.

8. — Epad ma vezomp klanv eo e tleomp en em lakaat e doare da vervel, ha da vervel e c’hiz ma plijo gant Doue. Red eo mervel : eur c’hlenved pe glenved a vezo an diveza, ha ne c’houzomp ket pehini e vezo, nag e pe vare. Dre-ze eta e tleomp, pep klenved a stag ouz-omp, beza krog er stur, me lavar, beza e stad vad da vervel. Unan-bennag an lavaro : kalz a