Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

bèc’hejou am beuz great hep tamm pinijen e-bed ; ha karet beva a rafen evit paea evit-ho, a-raok mervel, ar boan zo dleet da Zoue. Ha gonzout a rit-hu pe e reoc’h pinijèn pe ne reoc’h ket, mar choumit beo ? Marteze e teuoc’h da bec’hi gwasoc’h eget diagent. Brema eta pa c’hellit kaout fisianz ez eo lamet ho pec’hejou gant Doue, pe binijen zo kaeroc’h eget digèri a galoun vad ho. tivreac’h d’ar maro, mar fell da Zoue e varvfac’h ? Sant Loiz Gonzag a varvaz da dri bloaz war-n-ugent, enn eur lavaret : « Brema em beuz fisianz hag e kredan ema gras Doue gan-en ; ne c’houzoun ket ha me a vezo atao er stad vad-ma, mar choumfen beo, rak mervel a ran a galoun vad, pa blij gant an Aotrou-Doue va zenna brema diwar ar bed.» An tad Iann Avila a grede e tle, pa vez unan-bennag e stad vad, ia e tle neuze kaout c’hoant da vervel, evit gellout tec’het dioc’h kemend-all a draou a laka an dud keiz da bèc’hi ha da goll gras Doue.

9. — Lavaret a c’heller ouspenn : o veza ker sempl ha ma ’z omp, n’omp ket evit beva hep pèc’hi kalz pe nebeud. Kement-man a zo a-walc’h evit lakaat ac’hanomp da gaout c’hoant ma teuio ar maro da viret na bèc’himp mui. Enn eur ger, mar karomp Doue gant eur gwir garantez, e tleomp ive kaout c’hoant da welet anezhan evel m’ema, ar c’henta ar gwella, rak kaer zo, birviken kaloun an den ne d-eo war an douar evit karet Doue evel ma karer anezhan enn nev. Anez ar maro o tont da zigèri d’e-omp an nor, anez ne dafemp ket d’an