Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

zonjit ket brema er pez a rafac’h ma vec’h iac’h, sonjit da choum klanv keit ha ma plijo gant Doue. Mar fell d’e-hoc’h ober ar pez a blij da Zoue, petra ra-ze pe c’houi a vezo klanv pe iac’h ? »

4. — N’oc’h ket evit pedi a galoun, eme c’houi ? Ha ne c’hellit-hu ket ken nebeud en em lakaat etre daouarn an Aotrou-Doue evit ober ar pez a fell d’ezhan ? Hag eur beden-bennag zo hag a ve kaeroc’h d’e-hoc’h da lavaret, eget na ve kemeret a galoun vad ar groaz hag ar boan a zigas Doue d’e-hoc’h ? Grit evel-se hag e vioc’h hevel oc’h sant Visant a Baol; pa voa gwall-glanv ar zant-ma, en em lakea, muia ma c’helle, dirak Doue hag hep kreski tamm he boan e save gweach he galoun da garet Doue, gweach da gaout fisianz enn-han, gweach all d’he drugarekaat, oc’h en em lakaat hepred etre he zaouarn, dreist holl pa c’hwasea d’ezhan ha pa greske he boaniou. Sant Fransèz a Zal a lavare ez eo skrijuz ar poaniou dre-z-ho ho-unan, dudiuz ha mad pa vezont kemeret a galoun vad euz a zaouarn Doue. N’oc’h ket, eme c’houi, evit pedi ? Ha kaeroc’h peden zo eget sellet oc’h ar groaz peb enn amzer ha lakaat, e-kichen treid hor Zalver, ar poaniou a c’houzanver, oc’h ho meska gant an anken vraz en devoe Jezus-Krist war he groaz ?

5. — Eur zantez e devoa eur boan griz ha kalet : unan-bennag a lakeaz dira-z-hi kroaz Jezus enn eur lavaret : « Pedit an Aotrou-Doue da lamet ho poan diwar-n-hoc’h. » —