Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

« Petra, eme-z-hi, c’houi a fell d’e-hoc’h ec’h en em zizamfen euz va c’hroaz, epad ma Welan ama va Doue stag oc’h he hini ? Nan, birviken ! Bez’ e fell d’in gouzanv dre garantez ouz Jezus en deuz gouzanvet evid-oun poaniou a zo kalz brasoc’h evit va re-me. » Evel-hen eo e gwirionez e komzaz Jezus-Krist he-unan oc'h santez Thereza eun dervez ma voa kouezet gwall-glanv. Jezus, oc’h en em ziskouez d’ezhi goloet a c’houliou, a lavaraz : « Sellit, va merc’h, setu am beuz gouzanvet evid-hoc’h, gwelit brema petra eo ho poaniou e-skoaz va-re-me ? » Abaoe neuze, ar zantez-ma, pep gweach ma tigweze eur boan-bennag gant-hi, a lavare : « Pa zonjan er poaniou a bep seurt en deuz bet Jezus, hag hen evel eun oan, penaos e c’hellfen-me klemm evit an distera gloaz am beuz ? » Santez Liduvina e devoe klenvejou a-leiz epad eiz vloaz ha tregont : tersièn, urlou enn he zreid hag enn he daouarn, koenv enn he gouzoug ha gouliou enn he holl izili. Evelato e veze laouen hag euruz epad ma wele dirak he daoulagad ar poaniou skrijuz en devoa het Jezus-Krist da c’houzanv. Sant Joseph Fransiskan a dlie beza trouc’het eun ezel diout-han ; unan-bennag a c’houlennaz araok ha ne felle ket d’ezhan e vije staget, gant aoun na deuje da flach ha d’en em zifreta gant ar boan. Kemeret ar Grusifi a reaz hag e lavaraz : setu ama an hini am stag hag a raio d’in gouzanv va foaniou hep klemm dre garantez out-han »; hag epad ma tigoret he gik d’ezhan, ne reaz ket eur glemmaden zo-