Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

strink he c’hwasa tan, rak mar d-eo krog an tan-ze enn hor c’haloun, tevel a zo kalz gwelloc’h. Lagad an droug a zo dall, ne wel mui nemet ar pez a zo fall ha gaou, golei a ra hon daoulagad gant eur goc’hen ken tenval ma laka enn eun douez lealded ha dislealded. Dre-ze ez eo red e rafemp, evel Sant Fransèz a Zal, eur marc’had gant hon teod, evit ma choumo skoulmet ha stag, dioc’h-tu ma klasko an droug dont da c’hwiri enn hor c’hreiz.

9. — Evelato, eme unan-bennag c’hoaz, ez eo red a-wechou komz huel evit stanka ho genou da dud dizuj ha divergount zo ; rak ar roue David a lavar : « Eat droug enn-hoc’h ha na bec’hit ket. » Evel-se e c’hell mont droug a-wechou enn dud gant na bèc’hint ket. Eno eo ema an dalc’h hag ar pez a zo diez ; ebad eo lavaret. Da welet, a-wechou ez eo deread komz kre oc’h tud a zo, evit lakaat anezho da zont enn-ho ho-unan ; hogen, komz evel-se stard ha dibèc’h a-walc’h a zo, a gredan, gwall ziez d’an den. Ar wella tra da ober neuze eo, mar geller, rei eur gentel-bennag, komz mad atao ha beza war evez oc’h an droug, war-benn ma teuio. Sant Fransèz a Zal a anzave ne voa morse bet eat droug enn-han, hep n’en devije bet keuz goude. Greomp hor mad diwar he goust, ha pa welomp ez a droug enn-omp, tavomp ha gortozomp ken na vezimp deuet adarre war hon tu.

10. — Pa vezomp skandalet gant ar re ho deuz da welet var-n-omp, pe difaziet gant hor mignouned, neuze e tleomp dreist pep tra dis-