Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

kouez eur spered eaz. Sant Fransèz a Zal a lavar : « An hini a bleg hep poan d’ar gentel, a ziskouez, dre-ze, e kar ar mad n’en deuz ket great, ar mad ma ’z eo kelennet diwar he benn ; diskouez a ra ive e pign kalounek dre zeresiou an nev. » Red eo c’hoaz e vemp mad enn hor c’hever hon-unan. An droug-spered a ro d’e-omp da gredi ez eo da veza meulet an droug hor beuz ouz-omp hon-unan, goude pèc’hi. Ar spered troidellus-se a fell neuze d’ezhan lakaat ac’hanomp da veza nec’het hag enkrezet, ha miret ouz-omp dre-ze na vemp evit ober ar mad. War gement-man setu a lavare sant Fransèz a Zal : « Kredit er-vad an holl sonjou a nec’h ac’hanoc’h ne deuont ket digant Doue, Doue a zo roue ar peoc’h ; dont a reont digant an droug-spered, euz ar garantez ho peuz evid-hoc’h hoc’h-unan, pe euz ar stad a rit ac’hanoc’h. » Setu an tri benn kenta euz an nec’h hag euz an enkrez ho peuz. Pa zilamm eta sonjou ar seurt-se enn hor spered, ez eo red ho c’has kuit dioc’h-tu hag ober fae anezho.

11. - N’hor beuz morse muioc’h a izomm da gaout eur spered eaz, eget pa vez red d’e-omp skandalat ar re all, rak neb a zo c’houero ha trenk he gomzou pa gelen, a ra muioc’h a zroug eget a vad ; dreist holl mar d-eo poaniet an hini a zo red da gelenn : gortoz ma vezo enn-han he-unan a zo mad. Arabad eo d’e-omp ive klask difazia den, epad 'ma vez droug enn-omp, rak neuze neb en deuz great fall, o welet e komzer re gre out-han, ne raio