Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

Drant a c’hourc’hemen d’an Eskibien na lakaint ket da vont dindan an ursiou sakr nemet ar re a vezo bet anavezet mad petra int, nemet ar re ne d-euz netra da damall d’ezho na da lavaret anezho. Petra-hennag ma sell an traou-man oc’h an diaveaz, ar c’honsil a c’houlen ouc’h-penn ma vezo an diabarz hevel, rak, eme-z-han, petra a dalvez kaout ha ren eur vuez vad da welet, mar d-eo fall ar galoun ? Lavaret a ra ar c’honsil-ze e tle ar re a ia da gemeret an ursiou sakr beza bet a-raok kavet mad e pep tra. Dre-ze eo e c’hourc’hemen c’hoaz miret an amzer en deveuz lakeat a-barz mont dindan peb urz.

17. — Sant Thomaz a lavar d’e-omp perak kement-se. An hini a ia d’ar velegiach, eme-z-han, peb urz a gemer, a zo galvet da zervicha Jezus-Krist er Zakramant sakr euz an Aoter. Dre-ze ive, buez eur bèleg a dle beza kalz santeloc’h evit buez ar re all. Lavaret a ra c’hoaz ez eo red d’ar veleien beza santel, a-raok mont d’ar velegiach hag a-raok zo-ken beza dindan an ursiou, diskouez a ra pegement a gemm a zo etre stad ar re a ia da venèc’h pe da leanezed, ha stad ar re a ia d’an ursiou sakr. Ar re genta, eme-z-han, a ia d’en em zizober euz ho zèchou fall, e leac’h ar re-man a zo red ha dleet d’ezho e vent glan ha santel, a-barz kemeret an ursiou. Eun dra red eo se evit ma c’hello, an hini a zo sakret belek, ober he garg hervez ar zantèlez euz he urz hag evit ma vezo kavet mad e-touez beleien Jezus-Krist.