Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —


18. — An hini a fell d’ezhan beza da Zoue, ne dle ket c’hoantaat e ve karet ha meulet gant ar bed. Hag a dud a zo, siouaz ! hag a bella dioc’h Doue hag a goll zo-ken ar gwel anezhan, evit tenna war-n-ezho enor ha karantez ar bed ? Pa glevont unan-bennag o komz diwar ho fenn hag o kaout eun abek-bennag enn-ho, ne d-euz netra na rafent neuze evit en em wenna hag evit kaout digarez da ziskouez ez eo gaou a lavarer hag ez int bet droug-prezeget. Mar greont eur vad-bennag, e klaskont an dro da lakaat ma vezo anavezet gant an holl, evit beza meulet euz an pez ho deuz great. Ne d-eo ket evel-se a ra ar re zantel ; ar re-man a garfe e ve anavezet ho zèchou fall gant an holl hag ive e vent lakeat dirak an re all, tud ken dister ha ma ’z int ho-unan, a gav d’ezho ; ar mad a reont a garfent a ve anavezet gant Doue hep-ken, d’ezhan hep-mui-ken e fell d’ezho plijout. Setu perak ne garont kement mont en distro ha beza kuzet oc’h an dud, nemet dre ma fell d’ezho senti oc’h he Zalver a lavar stard d’e-omp ober an aluzen ha pedi e kuz.

19. — Red eo dreist pep tra d’an den en em zistaga diout-han he-unan, da lavaret eo, dioc’h kement tra a fell d’ezhan. An hini a zo evit en em drec’hi he-unan, ne vezo ket diez d’ezhan dont a-benn euz an traou all. Hon-nez eo ar gentel a roe aliesa sant Fransèz Zavier, o veza m’en deuz lavaret hor Zalver Jezus-Krist : « An nep a fell d’ezhan dont d’am heul a dle en em zilèzel he-unan. » Setu an hent a dleomp