Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —


E tro hag e tistro, e kren hag e rodel
Ez a gant ar rouden war an treaz da vervel.

O mor kaër binniget, mor braz ha gallouduz,
Perak, brema laouen, n’euz pell oaz ken spontuz ?
Lavar d’in-me dorn piou a zav vel eur bluen,
Mor, da wagou pouner ha goude ho disken
Ho laka reiz ha donv evel denved tener
A anavez pell-zo mouez karet o mesaër ?
 
Dorn an hini a zalc’h ar bed war he aëliou
Hag evel eur votez hen tro, war he c’hinou
Dorn an hini en deuz difaillet pep guden
Reizet pep tra er bed ; an noz, ar sklerijen.
Dorn an hini en deuz laret en deiz kenta,
D’ar mor ha d’ar gwagou : mervel a reot ama.

Abaoue, gweach ebed, laouen pe diboëllet
Dreist ar veven merket n’hon euz ket tremenet :
Komz Doue ’zo nerzuz. An nenv, hag an douar
A gas hag a zigas ’vel eur bleiner hegar.
Reizet en deuz peb tra gant skiant ha gant furnez
An heol hag ar stered, an doullen, ar menez.

E Breiz-lzel en deuz, vid bevenna ar mor,
Berniet ha grac’hellet hed-a-hed an Arvor
Kerrek stank, ha reier dantelezet, fraillet,
Roget, ha roufenned, ha vel an dir kaled.
En traou kaër ha spontus, ha Breiz-Izel ne dal
Me hen goulen brema, kement hag eur vro all ?

Petra ve kavet c’hoaz da damall en hon bro
Gant kerrek ha mor don hi kelc’het tro-war-dro ?
Evel labousigou kloz ha tom en o neiz
Ni zo diwallet mad dioc’h peb seurt drouk e Breiz
Avel ar gwall giziou ama ne c’hell netra.
An teodou fall hepken a glaskind hon ranna

O holl komzou ouzomp na ra kemend a c’haou
Hag ar oc’h eur roc’h eun taol penbaz pe zaou.
Euz o holl zeodadou ne reomp ket muioc’h a van
Eget na ra ar mor euz daou pe dri gef-tan.
Soubit-ho enna hag e vezint mouget,
E welot o zan ruz troet holl e moged.

Soubit en hon c’halon evel ar mor ledan
Soubit heb aoun ebed, soubit ’ta prim buan
Ar gontam diveret a enep Breiz-Izel
Hag o gwelot raktal o vouga, o vervel
O trei nann e moged, a skub an avel dro
Mez en karantez ouzomp, hag ouz bon bro !

Euz ar pez a laran a ve kalz a skoueriou
Koulz gwechall ha brema, ma heuillet o roudou.
Kaër a ve lavaret, Breiziz a zo tud vad
Tud o oar disteurel eun daou pe dri deodad
Hag ouspen ma ve red. Arabat evit-se
Mar d’eo lem hon zouchen, hor flippata ni re.