Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —



An avel dre ’r gwez braz ? O klevet o fringal
En draonien, er menez, ar bandennou chatal ?
O klevet an drouz-vor o tregerni a bell
Oc’h unani e vouez gant krosmol an avel ?
Nan, gwell eget e Breiz e nep bro ne welfet
Ar gwagou o lammet evel mêot kounaret

O koenvi, o ruillal, o tisken, o sevel,
o vond, o tond pa fell, bevel oc’h eur vransel,
O tiroll en eun taol grac’hellet bern war bern
Da skei oc’h ar c’herrek a vroustont gant tregern
Gant o stronz hed an aod an teven a horjel
Gant o zrouz hag o freuz, ar skouarn a voudinel.

Ne oufet ket gwelet tra spontusoc’h, kaëroc’h,
Klevet heuzusoc’h kan, dudiosoc’h soroc’h,
Sellet outo o tont vel eur vanden chatal
Ar pennou gwen en ear savet dreist ar re all
A red, a gas araok ; gant hast e tiredont
Kreski a ra o nerz, oc’h an aod e lammont

Evel tirvi pennfoll e tourtont ar c’herrek.
E kemeront penn-herr da zigerna o bek
Ar re-man ne flachont, vel mammou oanigou
E c’houzanvont heb van taoliou pen ar c’houmou
A darz, a strink o ëon evel leaz ridellet
Tro-war-dro d’ar c’herrek gwalc’het ha disgwalc’het

Ar gounar ëonennet a gouez er c’hougoniou ;
Eno e tro ’r gournad oc’h ar biliennou ;
Ho ruill hag ho diruill ha gant trouz ha storlok
Ho c’has du-man, du-hont ho stok hag ho distok
Ho stlap e toullou kuz dindan an oad kollet
Ho bruzun e mil dam evel pa vent malet.

An trouz a glever don, pell dindan an douar,
El leac’h ma tro ar mor evelse gant safar
Zo henvel oc’h kurun, diouz strollad tud diboell
Zo deut d’en em vuntra a fetepaz a bell.
O klevet pell goude en aod huanadou
Kalz a dud en Arvor a gred int hirvoudou

An anaon dilezet bet lonket gant ar mor
Da c’houlen pedennou deut euz ar purgator.
Arabad ober goap e Breiz, an holl a oar,
Hag Doue ’ren ar bed : an nenv, ar mor, an douar
A c’hell dre-ze pa gar evit hon c’helenna
Dre drouz ar mor spontus hon lakat da grena.

Ar mor en e gaouad e den d’en em skuiza
Terri a ra varnan, e goumou a reiza
O weled eo trec’het gand an aod, ar c’herrek,
En deuz mez, en emgan, hag e gein torgennek
Pleget ha displeget, a zoubl hag a zisken.
En em laka a hed, plean, eeün ha diroufen.

Brema setu hen reiz o floura goustadik
Ar c’herrek, oc’h pere e tirelle bremaïk.
Evel war eur oarem, pe war eur mellezour
E vransel skeud an aod en eur dec’het en dour