Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —


Meuleudi Breiz ha Breiziz
————


O c’halonou a drid ha perak ne c’houzont
N’o deuz great dek kammed burzud braz na gwezont
Etre divreac’h o mab, o mab eat euz e vro
D’ar brezel, d’an emgan, d’ar gear brema distro !
Hen briata a reont gant kemend a zudi
N’hellont nemed gouela, meuli Doue, pedi

Daëlou ha levenez er beden kemmesket
A ra d’ezo o zri tanvât eun eurusded
N’en deuz dibaot e bar nemet er baradoz.
Tremenet eo an deiz, skoet taol hanter-noz
Hag an tad, hag ar vam n’int ket evit skuiza
O selaou o mab ker o prezek, o komza.

Euz an holl broiou pell e pere ez eo bet
Abaoue keid amzer ma redaz dre ar bed !
Anavezet ec’h euz eur vro kerkoulz ha Breiz
Eme an tad d’ar mab ? — Gwelet am euz aliez,
Red eo d’in hen anzao a oa kaër da welet
Hogen da dalvout Breiz ne deuz hini ebed.

Da Vreiziz ne deuz bro a dalfe o hini
Ha daoust ma zeo garo e karont anezhi.
Evel euz ar reier e strink an dour eien
E teu nerz da Vreiziz, p’ho ruiller oc’h torgen
O iec’hed eo e darz a douez o bruk, o lan
Stapit-ho oc’h douar Breiz, eleac’h kaout berr-alan

E kennerzont, raktal, evel an Ditaned
O zadou a bere lavaront int ganet.
Et goude da dammall hon bro-ni torgennek !
Oc’h hon bruk, oc’h hon lann klasket ivez abek !
Ha ne c’houzoc’h-hu ket ar re-man zo bet great
Da hevelidigez da vagadur Breizad.
 
Evel bruk e vevomp oc’h ar roc’h distera
Dioc’h eun neubeud douar hon deveuz hon bara
Ha daoust ma-z’omp-ni paour, ma zeo hon buez c’houero
E vevomp dibreder ha laouen en hon bro
Ne c’houlennomp dioc’h den, nemed peoc’h habaskder
Beva sioul ha mervel e kreiz hon lanneier