Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —



Hi gant o fedennou evel gant eur vantel
O deuz hen goloet dioc’ti an taoliou marved.
E zaou zorn zo a groaz, e lagad zo dourek
E benn zo dizolo, pedi ra kalonek,
Meuli Doue a ra, p’hen deuz ar vadelez
D’hen distrei a bell bro divac’hagn de venez.

N’he c’huitaio ket mui, deuet eo evit mad
Da chom da Vreiz, e vro, gant e vam hag e dad.
E galoun zo ken bar a laouenedigez
Ma rank pedi Doue pe kaout semplidigez.
Ar beden d’ar Breizad a zo boued pemdeziek
Hi eo a ra e nerz, dre-z-hi eo galloudek,
 
Sempl oc’h al levenez, dihegar oc’h ar boan
Mar ped stard eur Breizad araok mont d’an emgan
E ped ivez ken stard evit gallout trec’hi
Al laouenedigez a laka da deuzi
An nerz en e galoun ; pa vez great e beden
E sav sonn en e za, soudard nerzuz ha den.

Neuze hep treuz kammed nag hep sempladurez
Dirak neb enebour, Breizad n’en deuz enkrez,
Kerzet, redek a ra, kennerzet e galoun,
Da gaout e vam, e dad. Brema ez eo dizaoun
Da goueza hed an hent, da zempla, da vervel
Araok o briata. Setu tud Breiz Izel.

Enn eur vond, e tremen dreist eur wazik dour red
E pehini kant gwech e torraz e zec’hed.
An dour c’hleb e lagad, a bok stard d’e c’heuniou
A zilez gant anken en eur skuilla daëlou :
Divera ra goustad, gant keuz d’e eienen,
Da behini, siouaz ! na zistroio biken.

Ar Breizad zo distro, a-hont ma e dreuzou
Ama a-z-ioc’h e benn ec’h horjell o delliou
An diou vezen bodek oc’h pere, bihanik,
En deuz a-zistribill, c’hoariet bransellik.
Dindano gourvezet, e vam vad war e lerc’h,
Ped gweach war al letoun ne c’hounezaz e gerc’h ?
 
E preder, e kerz prim. — Evit kas ar c’helou
D’e dad ha d’e vam geaz beuzet en o daëlou
He gi mad hen dilez, a red d’an ti arok
A lamm oc’h ar re goz goude d’ezo a bok
A chach war o dillad euz an oaled d’an nor.
— Petra zo a nevez ! emezo gant Kastor.

Abaoue ma ’z-eo eat hon mab gant ar roue
Ken laouen hag hirio Kastor n’eo bet morse
Ne ro peoc’h nag ehan, red eo mond da welet.
Setu an tad, ar vam, dindan o oad kroumet
Skoaz oc’h skoaz, ha harpet an eil oc’h egile
O sevel goustadik, o vont hag o vale…

(Da heuil.)