Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Ann tamm dir a lavar, hep kaout aoun na krena :
— « Labour as peuz kavet ; kaer as po rigouignat
» Ha gwaska gant da zent, zo lemm a lavarer,
» A-raok ma tistago diouz-in-me eur begad,
        » Nag ann distera tamm,
        » Koz tamm aerik flemmer,
» Vezint, evel bruzun, torret enn da garvan.
» Me n’am beuz aoun e-bed nemet rak ann amzer.»

Evel ar c’hoz aer-man, sperejou zo forc’hek
Ha n’int mad da netra nemet da glask flemma.
Flipata kre a reont ha c’hoari gant ho bek
Oc’h kement a zo mad evit ho diframma.
Ha pa ve, evel dir, kalet ho zouchennou,
Ar pez zo gwir ha mad ne vezo fall na gaou.