Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


         Perak ema ’l lezen,
         E ve red da zaou zen
   Hag a zo reuzeudik ann eil gant egile,
   En em gasa gwasoc’h evit ar c’hi ar c’haz,
         Evel fust ha gwalen
   O sacha a bep tu, noz ha deiz en em laz ;
      Ia, perak m’her goulenn,
Ne c’hellfent ket terri pe drouc’ha ar skoulm-ze,
   Beza vak anezho hag euruz adarre ?
Perak ? dre n’euz kaloun euruz er stad m’ema :
   Neuze ve fall ar bed, falloc’h evit brema.
   Evit beza euruz, atao, atao ann den
   Rank beza hualet ha stag gant eur gorden.





AR MARO HAG ANN DEN REUZEUDIK


Eur paour keaz reuzeudik pep deiz a c’houlaoue,
            Ha pep pardaez ive
A c’halve ar maro d’he denna euz a boan.