Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Ho diou, evel diou iar, dre skrabat penn ho goaz,
A lakeaz anezhan ’vel eunn irvinen noaz.
P’en em welaz distruj, hep bleven wenn na du,
Ec’h anavezaz mad ho gwiridik, ho zu.
Neuze e lavaraz : — « Ho trugarez, merc’hed !
» Setu me, evit mad, piz ha kempenn touzet ;
» Gwerzet ho peuz d’in-me kalz skiant evit va bleo.
» Birviken pig e-bed em diskouarn ne grogo !
» Ann hini gemerfenn garfe, dioc’h he fazi,
» E rafenn-me pep tra. Va bennoz-me d’ezhi !
        » Ar pennou moal, ar re darval
        » A gar ho roll, ’vel ar re all.
» D’hoc’h-hu ’ta c’hoaz, merc’hed, bennoz ’vit ho kelenn,
» It d’ar gear ha choumit ken a d-inn d’ho koulenn. »

        O paouez lenn ar marvaill-ma,
Meur a zen demezet, stag oc’h eur pennask fall,
        A lavaro m’ar d-int gwirion
             Enn ho c’halon :
        Me a garfe ive beza great kemend all,
        Eurusoc’h venn brema !
        Nann ! ne d-eo ket eur gaou :
    Ma ve great eunn aoter evit dizemezi
        Ar re n’int euruz daou ha daou,
E ve eno engroez mui ’vit da eureuji.