Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


Dre ma taolont evez oc’h tud iaouank ar bed,
Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.
Evit beza euruz ne ket red kaout gened,
Kaout arc’hant leiz ar ialc’h ; ar furnez gwella zo.
Furnez, skiant ha labour a ziskouez euz kaloun ;
Hag ar galoun atao, gant merc’h fur da genta,
Ne d-aio birviken, mar gell, d’en em staga
Oc’h rokeden reuget dioc’h drez ann hentchou doun.
             Brema heb karantez
             Kalz a dud a zimez,
             Hag a-benn daou zervez
             Ma vez bet ann eured,
             Bagik ann daou bried,
Gant arne ha gwall vor, o tont da zisturia,
A sko oc’h ar c’herrek hag a ia d’ar weled.
Ar bed ’vit kosaat, tamm ebed ne fura.

Ar furnez hag ar skiant a gavo gwir bried ;
Aour hag arc’hant, eur mestr hep kaloun na spered.