Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Krina a ra he fri, he dent zo diskrouignet ;
He bleo, brema briket, gwechall a voa dem-zu,
Hag e divoc’h chotek a zo kleuz a bep-tu.
Evit en em ginkla, ne c’hell ket dont a-benn
Da guzet ar fraillou a skarnil he c’hroc’hen,
A zo roudennet doun gant ivin ann amzer,
A gar krabanata peb tra ha merc’hed kaer.
Tiez ann dud, pa gouezont, a-nevez vez savet ;
Ne c’heller nevezi ar gened diskaret.
Koulzkoude, pa welaz e voa ker kastizet,
Gant eul lostennad keuz, ar verc’h a voe nec’het.
Ann oad ha c’hoant brema a lavar dimezi.
Gwelit, mousklen grinet zo ann tan enn he zi !
Neuze hep dibaba, kregi ne d-eo ebad ;
Pa vez berr ann amzer, ne bad pell ar marc’had.
Evit lavaret krenn, ne gredfe den biken
Piou eo a gemeraz da bried hor glufen ?
Eur chil-gamm, hanter-dort hag ouspenn born iskiz.

Ar seurt-se, traou sivil, zo mad dioc’h ho tiviz !

N’eo mad tamall atao, evel a rear ama,
Ann holl merc’hed iaouank da veza re figuz ;
Ho c’haloun zo tener, mad ha karantezuz ;
Ho spered a zo lemm hag a gav euz brema,