Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Da ziboucha er meaz. Warc’hoaz ’vad adarre
» Selaouit, ’vel hirio, ha n’ho pezet ket aoun.
» Sada boed da zibri ; debrit, torrit ho naoun ! »
Leun ho c’hof e kouskont, ann neiziad hag ar vamm.
Sevel a ra ann heol, ne deu mignoun e-bed.
Ann alc’houeder a nij, ha mestr ar parkad ed
A zistro eunn eil gweach : ne d-eo ket laouen tamm.
— « Ann ed-man, emez-han, dlefe beza medet
» Hag endramet zo-ken ; fisiout e mignouned,
» N’eo ket ar boan da zen ! Bez’ ez int didalvez
         » Ha diek da ober vad.
» Va map, ke alese da gaout hor c’herent-nez
         » D’ho fedi da zont d’ann drevad. »
Ar spount a zo enn neiz gwasoc’h eget biscoaz.
— « Mamm, d’he gerent en deuz lavaret dont warc’hoaz !
         » Ha n’eo ket mall bale ? »
         — « Amzer ! va bugale,
» Arabad tec’het kuit ken a lavarinn d’hoc’h.
         » Souchit aze, kouskit e peoc’h ! »
Ne lavaraz ket gaou : ne deuaz ket eunn unan.
Evit ann trede gweach ar perc’hen a zistroaz,
Hag out-han teo he benn : — « Hon dallentez zo braz
» Choum da c’hortoz re all, a-walc’h omp hon-unan ;
» Ni a zo hor mignoun hag hor c’har-nez tosta.
      » Paotr, dalc’h mad d’ann dra-ma !