Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/69

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Dioc’h-tu e ra he neiz, e tof, e c’hor he viou,
         Hag e tigloz labousigou.
         Dioc’h he iez, gwella ma c’hellaz,
         Noz ha mintin e labouraz.
Siouaz ! enn dro d’ann neiz ann ed a voa dare,
Hag ar re vihan c’hoaz ne voant ’vit nijal pell
         Diwar boez ho diou-askel.
Ann alc’houeder a voa nec’het gant ann dra-ze.
Klask boed zo red d’ezhan : alia ra he dorrad
Oc’h kement a vije da deurel evez mad.
— « Mar teu mestr ar park-man, ha m’oar-vad e teuio
                      » Hirio,
» Selaouit anezhan, ha dioc’h a lavaro,
» Da vont kuit euz he neiz pep hini ra skrabo ! »
Ne voa pell ac’hano nijet ann alc’houeder,
M’en em gav mestr ar park, gant-han he vap kouer.
— « Ann ed-man zo dare : da gaout hor mignouned,
» Ke, va map, eme z-han, d’ho fedi, pa ’z eo red,
» Da zont gant peb a falz da c’houlou-deiz, warc’hoaz,
   » Da rei d’e-omp eun tammik skoaz. »
Ann alc’houeder distro a gav ar spount enn neiz.
Ar re vihan lavar : — « Warc’hoaz, da c’houlou-deiz,
» Eo red, eme ar mestr, teufe hor mignouned. »
— « N’en deuz lavaret ken ? N’ho pezet nec’h ebed,
» Eme ann alc’houeder, n’ema ket ar mare