Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ




ANN ALC’HOUEDER


HAG HE ALC’HOUEDERED BIHAN


MARVAILLOU GANT-HO DIWAR-BENN MESTR AR PARK


        Ann alc’houeder a ra he neiz
        War dro miz mae e-touez ann ed,
        Er mare-ze al laboused,
Ha kement a zo beo, tommet gant heol ann deiz,
A verv enn ho c’haloun glaouen ar garantez,
        Zo c’houezet gant mestr ar vuez.
        Unan euz ann alc’houedered
Enn eur vont da gana : « ne bec’hinn mui sant Per ! »
        Betek ann heol hag ar stered,
En doa ankounac’heat e voa, war dro ’nn hanter,
        Eat enn dro ann nevez amzer,
Hep rei d’he galounik dudi ar garantez.
Neuze e lavaraz : « Daoust ma’z eo divezad,
» ’Vel ar re all a rinn ; bez’ am bezo torrad. »