It el leac’h ma karoc’h, ’kreiz ar frostou douna,
Du-ze, ’weled ar mor, dreist ar c’hoabr huela,
Ne viot ket birviken evit en em viret
Dioc’h fallagriez ann dud, na dioc’h ho darempred.
Ann heizez a voa eat da c’hoari war ar meaz,
Pa zilamm eur c’hi red, drouk-kannad ann dud kriz,
Da c’houesa he roudou dre al letounen c’hlaz.
Al loen paour a dec’h kuit, evel oan dirak bleiz.
Ar raz, deut poent ar pred,
D’ar re all a lavar : — « Asa ! va mignouned,
» Petra zo n’omp hirio nemet tri da leina ?
» Ann heizez eo, peleac’h ema ?
» Ha ni a ve gant-hi ankounac’heat krenn ?
— « N’omp ket, eme ar vaot, hag e leac’h kaout eunn doen,
» M’am be, evel ar goulm, diouaskel da nija,
» Me a ve eat dija
» Da c’houzout e peleac’h eo dalc’het ann heizez,
» Hor mignounezik kez,
» Skanv evel ann avel ; koulz a ma’z eo lijer,
» Ez eo ive tener.
» E kever ar galoun, arabad tamall den ! »
Ar goulm neuze zispak he diouaskellik-wenn,
A nij, hag o welet eo ann heizez paket
Gant ann den didruez evit beza lazet,
A zistro war he giz da zigas ar c’helou,
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/63
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
46
MARVAILLOU GRAC’H-KOZ