Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
45
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


— « Ozac’h, da ziveza, te dle mont da gousket,
» Ha gwelet mad a-raok ha da zor zo prennet. »
        Gwell e wel lagad ar perc’hen,
        Eget kant lagad ann estren.



AR RAZ, AR GOULM, AR VAOT, ANN HEIZEZ


D’ANN AOTROU GUICHON DE GRANDPONT,


PENN - MERER PORZ BREST



Gwechall ar raz, ar goulm, ar vaot hag ann heizez
Ho fevar ’vel unan, veve gant karantez.
Dudiuz voa ho buez : nemet-ho ne voa ken
O choum enn eunn distro ne anaveze den.
Siouaz ! dindan ann heol ne deuz bro ’bed kuzet
Na vez, eunn deiz pe zeiz, gant mab ann den kavet.

3*