Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/57

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
40
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Evel gwin en eur pod, er c’horf ema ’nn ene :
Evit barn mad pep tra n’euz nemet Doue ann Ee.
           Dirak he zaoulagad,
           Evel dour er weren,
           Ema ann drouk, ar mad,
           E-kreiz kaloun ann den.


————


AR PESKETER HAG AR PESK BIHAN
————

        Peskik bihan a vezo braz,
        Digant Doue m’en deuz ar c’hraz
        Da veva eur pennadik c’hoas.
        Da c’hortoz ’vad, pa’z eo paket
        D’he daol enn dour me ne d-ann ket,
        Rak em higen-me adarre
        Ne ket lavaret e krogfe.