Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/58

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
41
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

        Eul lizennik, c’hoaz tamm lizen,
        Voe paket gant eur pesketer
            War aot eur ster.
— « Kresk a zo, eme z-han, pa wel ar beskeden :
» Setu ann tamm kenta euz eunn tamm frigousen.
      » Gra, bihanik, diwar ar zeac’h
      » Eul lammik krenn, eul lamm em zac’h. »
      Neuze ’r peskik a lavaraz
      Enn he iez, gwella ma c’hellaz :
      — « Ha petra reoc’h-hu ac’hanoun ?
      » Lost, penn hag all ker bihan ounn,
      » Ne c’helloc’h gan-en-me stanka
      » Toull ho kildant ar bihana.
      » Gortozit ma vezinn lizen,
      » Va faka c’hoaz rai hoc’h higen,
» Hag eur c’hofek-bennag neuze am freno ker ;
» E leac’h e vo red d’hoc’h ober kant tro d’ar ster,
      » Evit kaout kant all euz va ment
» Da ober eur pladad, pladad drein evel-kent ! »
      — « Pladad drein, mad ! ’me ’r pesketer,
Peskik, va mignounik, c’houi hag ho prezeger
» A ielo er billik, kaer ho peuz lavaret,
      » E-verr da noz e vioc’h fritet. »
Del unan ! zo gwelloc’h eget daou as pezo :
Ar c’henta a zo d’id ; ann eil, peur e vezo ?