» Na nijit mui a biglammou,
» Choumit enn ho neisiou, pe it d’al leac’hiou pell.
» Ma ve, diana, kre hoc’h eskel
» Da vont evel ar gioc’h, ar c’hrak-houad, ar c’haran,
» Dreist ar gwelec’h, ar mor ledan,
» D’ar broiou n’int anavezet.
» Evel a reont, pa n’hellit ket,
» Ar gelenn a roann d’hoc’h, brema e berr gomzou,
» Eo en em zastum sioul e toullou ’r mogeriou. »
Dal ma tavas, al laboused,
Skuiz-maro holl oc’h he c’hlevet,
En em lakaz da fistilla,
Evel gwechall tud kear Droja,
Pa deue Kasandr d’ho alia.
Gant-ho, gant ar re-man, siouaz !
Hevelep tro a c’hoarvezaz.
N’ousped labouz a voe paket,
Lod kaouedet, lod all krouget.
Nemet hor c’helenn-ni, kelenn mad ne deuz ken ;
Ne gredomp e ve drouk, ken a vez war hor penn.
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/33
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
16
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ