Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/34

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
17
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


ANN DIOU GOULM


————
D’AM EONTR KOZ J.-P. M… BELEG


————


Diou goulm en em gare gant eur wir garantez.
        Unan anezho eunn dervez,
Enouet en he c’hear, a lakeaz enn he fenn,
Eur pennik skanv-meurbet, mont da foeta broiou.
« Petra a fell d’e-hoc’h, eme d’ezhi e-ben ?
» Ha diez oc’h ma’z it kuit ? E kever ar poaniou
        » A zigas rann-galoun,
» Hini n’eo ken doaniuz ha ouela eur mignoun !
» Va breur paour, me ho ped, n’ankounac’hait biken
» Ema ’nn nec’h, ann enkrez atao war ziarbenn
» Ar re a vez enn hent ! Deut enn-hoc’h hoc’h-unan !
» Ann amzer n’eo ket kaer, gortozit eur pennad !
» Petra ar mall ho peuz ? Bremaik eur gazek-koad
« War eul labouz bennag skrijus a c’halve poan.