Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

O lavaret : — « Va mamm, va mamm,
» Te eo am c’har, te a garann ! »
Ne ket ar c’hrek e deuz ganet
Mamm ar bugel, ma ne vag ket.



AL LOUARN E TI EUR FURLUKIN


D’ANN AOTROU F.-M. LUZEL


 Gwell eur penn iskiz leun a skiant,
 Evit eur penn divoed zo koant.


Eur louarn a voa war ar studi
Evit mont da zen a lezen.
En em gavet da vont da di
Eur furlukin a Les-Kuden,
E voe mantret holl o welet