Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/154

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


Koll he gened, kaout re a boan,
Beza evel eur vamm-diegez.
Gwell eo gant-hi, pe deuz danvez,
Pe deuz iec’hed, gwell ebatal,
Rei he bugale d’ar re all,
Rei he map, he merc’h da vaga.
Ar mammou-ze, stankoc’h-stanka,
Ve lavaret ne c’houzont ket
Estreget genel a zo red,
Pa zao diwar-dro ho c’halon
Leaz ar garantez d’ho diwron.
Al leaz-ze a zo bet great mad
D’ar vugale gant Doue, ho Zad.
Leaz ar vamm zo great d’he bugel,
Leaz estren beza koulz ne c’hell.
Anez, perak ’touez ar chatal
Ne vag loened, loened re all ?

Euruz, euruz eo ar bugel
En deuz eur vamm vad d’her genel,
Enn deuz eur vamm vad d’he vaga.
Ar vamm vad-ze ann eurusa !
Ar boan e deuz ia e dudi,
Pa wel he bugel o kreski,
0 trei out-hi he zaoulagad
Hag he galoun leun a c’houez vad,