A voa eno war al letoun
Pleget ho fenn, mik ho c’haloun.
Evit eur chaseer ne voa fall ann dervez
Kaout eur c’haro hag eur garvez.
Hag a lorc’h ve hirio e meur a chaseer,
Gant daou seurt pesiad loen, gallout distrei d’ar ger !
He-man ne zistroas ket
Hag a voe gwall baket.
Eur porc’hel koz, houc’h gouez, reunek hag hirr he zent,
Gant-han trouz ha soroc’h a zibouch war ann hent.
Hor goaz, rak-tal m’her gwel,
He ziskouarn o sevel
Hag e c’hoad o virvi,
A strink eeun d’ann turier eur bir lemm d’he dreuzi.
Krogou zo gant ar beo : ann ankou hag he falc’h
Ho doa poan o staga, o toulla da gaout dalc’h.
Rankout voe d’ar falc’her, ’raok medi he horden,
A-raok pilat ann houc’h war he gein oc’h torgenn,
Rankout e voe d’ezhan dourna iud, darc’hai sounn,
Evit gallout tizout bete poull ar galoun.
Dre nerz eur pez taol feuk evelato pilet
Al loen, a-stok he gorf, a gouezaz morfilet.
Sada d’ar chaseer tri damm ha n’int difoun,
Ma vije a-walc’h anezho.
Petra dalv lavaret ?
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/114
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ