Ann tousek-ze, ann den, oc’h pep prezeg bouzar,
Ne lavaro biken : « Pevar droatad douar
» Am goloio er bez.
» Hag evit kement all ez eo red kaout enkrez ?
» Beva zo a-walc’h : debromp, efomp, eta ! »
— « Hast affo, va mignoun, berr eo deiz ar bed-ma ;
» Aliez her lavarann, kalz a dalv va lavar :
» Debr hag ef ! » — « Ia ! » — « Pe goulz ? » — « Warc’hoaz e rinn hep mar, »
— « Warc’hoaz ne d-eo da zen,
» Warc’hoaz a zo d’ar boan, d’ar maro, d’ann anken.
» A-benn warc’hoaz, mignoun, ann heol c’hell distaga,
» Ha dishorellet krenn, ar bed a c’hell frega ;
» Warc’hoaz a zo da Zoue,
» Brema hep-ken d’id-te.
» Dioual ’ta rak warc’hoaz, kemer brema dioc’h-tu,
» Hag hep marc’hata tamm debr hag ef war da du.
» Kemer skouer, mar kerez, diwar goust va c’helenn ;
» Furoc’h ’vit al loened, furoc’h ne d-eo ann den ! »
Gant eur chaseer skoet maro,
Eur c’haro
Hag eur garvez enn he gichen,
Pilet ho daou enn eur dremen,
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/113
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ