Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

d’he mignon. Da glask al leor-ze eo ez oan eat, n’eo ket da glask ho merc’h, na dalv ket ar boan e chomfen mui ganti. Brema, p’ema ganeoc’h, grit anezi ar pez a gerot. Kenavezo ! N’am gwelot mui.

Ha heman ha dont da Vreiz da chom, el lec’h ma ’z eo bet marvet.

Al leorig bihan-ze a zo ar ouiziegez skignet eus a Vreiz goude dre ar bed holl.