Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ac’hanta ! prinsez kaer, eme ar martolod oc’h en em gaout ganti, brao oc’h aze ? Me ’ouie ervad em bije kavet ac’hanoc’h en tu pe du, Brema, emezan, it da gaout ho tad em raok-me, da lavaret d’ezan ne vezin ket pell war ho lerc’h.

Ha setu ar brinsez kaset war nij ivez da lez he zad hag en e gambr, ken na voe spontet oc’h he gwelet.

— Eus a belec’h e teuez-te ? emezan.

— N’ouzoun ket, emezi o nac’h. Digaset oun ama gant va fried en em gavo ivez bremaïk, en deus lavaret d’in.

N’oa ket gaou, rak n’oa ket a-vec’h deiz anezi, ma teuas ar martolod, mab-kaer ar roue, d’e gaout, ha gantan tri raz, eur c’hoz hag eul logodenn. Lavaret en doa d’ar pemp-man o divije ar pez a garchent hed o buez, mar gellchent digas d’ezan al leorig a glaske. Digaset o doa, ha rak-se eo e reas lakaat ar pemp loenig-man en eur gambr great d’ezo hag o beva eno gant an traou a vije gwella d’ezo.

Brema mab-kaer ar roue a lavar d’ezan eus a belec’h e teu gant e verc’h. Gwelet en deus e pe zoare edo pa ’z eo en em gavet. Hag e lavar d’ezi n’he doa ket laeret beza digaset er c’hiz-ze d’ar gear.

Neuze ar roue koz a c’houlennas e penaos en doa gellet digas e wreg ha dont e-unan eus a geid-all.

— An dra-ze, emezan, am eus great dre eul leorig am eus kavet e-kreiz ar mor en eun enezenn. An enezenn-ze n’oa e-barz nemet eur c’hoz ti, hag en ti-ze nemet eun arc’hig, hag en arc’h nemet al leorig bihan-ze, ar c’henta a zo bet moullet biskoaz. Laeret e oa bet diganen gant ho merc’h, ha roet ganti