a roas da glevet d’ar roue ez oa deut di evit kaout e verc’h digantan.
Neuze ar roue a lavaras :
— Mar hoc’h eus c’hoant da gaout va merc’h, livirit d’in freaz, emezan.
Ma lavaras hor martolod n’en doa ken mennoz
— Mat eo ! eme ar roue. Bez’ ho pezo anezi. Me ya d’he gervel ania.
Deut ar brinsez eno, an tad a c’houlennas outi ha dimezi a raje d’an den yaouank-ze a oa deut d’he goulenn.
— Laouen e ven, eme ar roue, mar kemerfes anezan
— Ar pez a fell d’eoc’h a rin, eme ar verc’h, a garie eun all pell a oa evelato hag he doe keuz en he c’halon o vont gant heman.
Mont a reas evelato. Ne voe ket pell ma oant eureujet. Ha laouen ar roue hag e vab-kaer. Ar brinsez n’oa tamm avad, ha, dre ma c’helle, e wele, evel a-raok, he mignon all. Heman, souezet evel an holl o welet kement a draou kaer a rea mab-kaer ar roue, a anavezas avad ne rea ket kement-se drezan e-unan.
— Eun dra bennak a rank da gaout, a lavare alïes d’ar brinsez, evit gallout ober kement a ra. Bez’ e tlefec’h goulenn digant ho pried petra eo, ha neuze e ouiot e gemeret, hep gouzout d’ezan, hag e rei d’in-me. Neuze e vezimp eürus hon-daou, rak me ’wel ervad hoc’h eus keuz ha glac’har en ho kalon, o veza dimezet gantan.
Merc’h ar roue ne nac’has netra, hag a lavaras e c’houlennche