Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mont a reomp da welet petra a c’hoarvezas.

Heman ’ta a ya eus a Landerne eun drouin garrosiou oc’h he heul. Biskoaz ne voe gwelet kemend-all : n’oa anezo nemet aour hag arc’hant. Lugerni a reont oc’h an heol, ker brao n’oa den evit sellet outo.

Er c’hiz-man ec’h en em gavas e Naoned. Ma lavare an dud dre eno ez oa deut eur prins kaer e kear.

Martolod Landerne a oa gwisket evel eun aotrou kaer. Evelato ne c’hellas ket mont ker buan ha ma krede da gaout ar roue. Neuze heman, evit tenna warnan daoulagad ar roue, a zavas dirak lez ar roue, eun nozvez, eul lez kaeroc’h egetan.

Pa zavas roue Breiz antronoz, e voe souezet (piou ne vije ?) o welet eul lez ker kaer, ha ma vire, kouls lavaret, oc’h an heol da bara war e hini. Goulenn a eure dioc’htu da biou ’oa al lez-ze. Ma voe lavaret d’ezan e tlie beza d’eur prins yaouank a oa deut da Naoned, a-nevez a oa, ha gantan eun drouin garrosiou, ar seurt n’en doa ket ar roue e-unan.

— Mat ! eme ar roue. Me ’garfe gwelet anezan.

Ma voe klasket ha kavet va gwaz, ha lavaret d’ezan mont da gaout ar roue.

— Mont a rin, eme heman, hep dale.

Ha pa ’z eas, e voe digemeret el lez evel eur prins eus ar re vrasa. — Gant ma viot pinvidik e vezo great stad ac’hanoc’h.

Ar roue a voe laouen o klevet heman o prezeg : eun teod distaget ’oa. Hag a-barz mont kuit, e lavaras eur ger pe zaou