Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

eur bale el liorz, hag, o veza kavet digor an nor, ez ejoun er c’hoad a zo tost aze, ha pa glaskjoun an hent da zont er-mêz, kaer am boe klask, ne gaven hent ebet. Hirio hepken eo em beus gallet dont er-mêz eus ar c’hoad ha distrei d’al lez.

— Mat az peus great, eme ar roue koz, rak ma pije daleet pelloc’h, da bried a vije en em gavet er gear en da raok, ha me, neuze, am bije klevet trouz gantan, ha na vije ket bet hep abeg, p’ en devoa lavaret d’ in da ziwall.

— Mat ! mat ! va zad. List an traou-ze, brema, ha bezomp laouen, mar deo gwir am beus klevet eo great ar peoc’h.

— Eo da, eme ar roue koz, great eo ! Da bried en deus skrivet d’in an dra-ze war al lizer-ma. Sell hag e weli. Evidout eo kement ha muioc’h zoken eget na deo evidoun-me. Ar gwella zo eo yac’h, a drugare Doue ! Dioc’h ma lavar, e vezo distro a-benn emberr da noz, pe warc’hoaz vintin da zivezata.

— Mall am beus, emezi, da welet anezan ha da glevet gantan an taoliou kaer a zo bet great, hag evit doare ez eus bet, rak hano a zo gantan, war e lizer, diwar-benn eur brezeller ne deus ket kalz eveltan.

Ne oa ket a-vec’h lavaret mat ar c’homzou-ma ganti, ma en em gavas eur c’hannad da zigas ar c’helou ez edo tost map ar roue. Ar roue koz hag e verc’h-kaer a ya d’he ziambroug. Ne voent ket pell ma en em gavchont gantan. Distrei a reont o zri d’al lez.

E-pad ma ’z edont gant koan, merc’h-kaer ar roue a c’houlennas ouz he fried piou e oa hennez, ar brezeller bras-ze, a oa