Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

a-walc’h a oa bet skuilhet a wad eno; a-walc’h, ken a dride kalonou an Hibernied holl.

Great ar peoc’h brema, ar prins yaouank en devoa mall da zistrei da welet e bried. Laouen e oa, o welet e oa bet trec’h. Eun dra a oa evelato hag a rea poan d’ezan, hag an dra-ze dre n’en devoa ket gallet anaout piou e oa ar brezeller en devoa great kement-all a vad d’ezan ha d’e dud. An dro ziveza ma oa bet hennez trec’h d’ar Zaozon, ar prins yaouank en devoa gallet tostaat ha komz outan, goulenn a reas piou e oa.

— Ha forz zo d’eoc’h, emezan, piou oun-me ? Ne vec’h ket tamm ebet gwelloc’h evit gouzout va hano. Trec’h oc’h, bezit laouen ; me am boa bet kefridi da rei kennerz d’eoc’h, ha roet em beus. Setu zo a-walc’h.

— Ne deo ket, eme ar prins, a zistag neuze e groaz diouz o vruched hag a ro anezi d’ezan evit diskouez e galon vat.

Egile a gemeras ar groaz ha kuit ac’hano ganti, hep lavaret ger. Ar brezeller-ma, a oar an holl piou eo, ne voe ket pell evit bale d’ar gear, ha kredi a c’hellit ne chomas ket da c’hoari en hent. En em gavet en distro dirak ar prad, e pelec’h e oa bet lakeat marc’h koz ar miliner da beuri, ar brinsez yaouank, rak hi eo, a voe souezet o welet e oa deut kel lard ha ma oa treut a-raok, ken en devoe bec’h e berc’hen oud hen anaout, pa en em gavas er gear.

Brema houma, goude trugarekaat ar miliner, a yeas ac’hano buan d’al lez. Pa en em gavas gant he zad-kaer a oa nec’het eur pennad mat a oa ganti, heman, e feiz, a voe laouen ouz he gwelet hag a c’houlennas e pelec’h e oa bet keit-all.

— Eun dervez bennak zo, emezi, e oan bet eat da ober