war e gein ha kabestr arc’hant en e benn. Ar brinsez a bign war e gein ha kuit. Ne voe kel pelll ma en em gavas el lec’h ma ’z edo he fried. Houman, ar brinsez-ma, evit miret na vije anavezet gant den, a oa gwisket evel eur brezeller kaer.
An diou arme a oa an eil dirak eben ha c’hoari a-zevri-beo a oa ganto. Koueza a rea tud he fried evel kelien, ha kaer o devoa klask stourm hag herzel ouz o enebourien, ne oant seurt-Doue d’ezo.
Neuze ar brinsez a lamm war ha marc’h, e-kreiz an emgann ruz. Tenna a ra he c’hleze, hag, evel eur falc’her e-kreiz eur prad, ne dennas eun alanad ken a voe lakaat a-stok ganti eur c’harden Zaozon, an hanter pe war-dro eus ar re a zalc’he penn ouz map roue an Hiberni.
Heman hag e zoudarded koulskoude ne choment ket a-drenv kennebeut, lammet a reont, evel en taoliou kenta, ha kaer o devoa evelato, ar Zaozon a stoke anezo, ha bec’h o devoa an Hibernied o c’hounit warnezo. Ar prins yaouank, o welet pe labour a zo digor, a zired evel eun taro gouez da deurka ar Zaozon. Kaout a reas harp d’e gernel ha d’e daoliou ha panevet e wreg en divije ranket koll ha tenna a-gil ; great e oa adarre o stal d’e dud, pa en em gavas c’hoaz ar brezeller yaouank (ar brinsez eo e oa hennez adarre), da harpa anezo evit an eil gwech. Tost d’an hanter eus ar re a choma a voe lazet gantan c’hoaz, hag evelato dre ma laze anezo, ar re all, evel moc’h-gouez, ne dec’hent ket en e raok.
Map roue an Hiberni a lavaras da lod eus e dud ober an dro d’ar brezeller yaouank ha derc’hel anezan er penn kenta, evit ma c’hellje dont da anaout piou e oa. Kaer o devoe klask