— Ne raio ket, n’az pez ket a aon rak kememt-se, ha gant ma c’helli en em viret da-unan diouz ar Zaozon kouls ha ma vezo hi miret diouz pep droug ganen, ec’h en em welimp hep dale laouen hag eürus.
Lavaret mat a rea an tad. Heman a gare re e verc’h-kaer evit gouzanv an distera poan da zont d’he c’haout.
Ar prins yaouank a oa eat eur miz pe zaou a oa eus ar gear, hag e bried a yea bemdez da ober eun dro-vale dre al liorz gant he zad-kaer. Henori a daole evez ouz pep tra, evit anaout an ardemez dre eno. Eun dervez e savas abred hag ez eas d’al liorz. An nor a oa digor, hag houman dioc’htu ac’hano, ganti ar c’hleze he devoa bet digant Morgan. Mont a ra da di eur miliner a oa eno tost hag e c’houlenn eur marc’h digantan. Ar miliner a roas d’ar wreg yaouank eur c’hoz marc’h en devoa eno er c’hraou hag hi ha mont war e gein ha yao kuit. Kaer he devoa klask lakaat he marc’h da vont buan, ne rea pep kammed nemet koueza war e benn.
— Sad’ ama eur c’hoari vrao am beus-me kavet ama ! eme ar brinsez. Mar talc’han-me hewian, ne din ket a-bell, feteiz ! Deport, emezi, aze zo eur prad glas.
Hag hi ha diskenn eno ha leuskel he marc’h er prad. Houman a ouie ervad petra rea ha ne vije ket bet eat eus ar gear, ma n’he divije ket gouezet petra oa nerz he c’hleze-falc’h. Perc’hen ar c’hlaze-ze n’en devoa nemet goulenn evit kaout. Ar brinsez a anaveze an dra-ze hag a lavaras :
— Dre va c’hleze, ra ve ama dioc’htu ar c’haera marc’h a zo bet biskoaz !
Ha setu eno eur marc’h eus ar seurt ne weler mui, dibr