Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Sada ma ’z eas kuit ha ma oa kollet gant an daou-man ar mad o divije gallet kaout, ma vijent bet fur an eil hag egile.

Setu penaos a c’hoarrez gant e-leiz a dud paour ’zo, ne dleont tamall da zen nemet d’ezo o-unan, rak, ma karfent beza fur ha lakaat da dalvout ar galloud o deus bet digant Doue da zastum madou er bed-man hag er bed all, e vent eurusoc’h eget na dint. Tud a zo ha n’o deus ket skiant al loened zoken.