Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— E fedoue ! emezi, emaint eat du-ze er-meaz dre ar siminal.

Neuze houman n lavaras penn-da-benn kement he doa great ha lavaret.

Fanch, krog en trede ha savet e vrec’h gantan, a strink anezan dre ar siminal, en eur lavaret :

— Ra ve eun troad bioc’h a-dreuz da c’henou, foranez !... Hag ezomm az poa da c’hoari gant an treid-ze ?… Lavaret em oa d’it va gortoz ; n’ec’h eus ket great, gwaz a ze evidout !

Pell-bras a-raok ma ’z oa echu e gomz gantan, e oa stanket kloz genou e wreg : n’oa evit prezeg na krial.

Sacha a rea gant he daou zourn war an troad hag e chaokat gwaz evit eur c’hi war eun askourn.

— Sad’ a zo kavet labour d’az teod brema ! eme Fanch. Mar karjes beza tavet da c’henou ha gortozet ken na vijen-me bet distro, ne vije ket en em gavet an dro-man ganez. Evel-se e tlefe beza great da gement teod fall a wreg a zo !…

Evelato houman a lekea kement he foan da glask distaga an troad, ma kouezas war al leur-zi, eur c’houezenn warnezi ma ’z oa spontus. Neuze e savas truez gant Fanch oc’h e wreg, ha, goude beza he zavet en he zav, e lavaras :

— Evelato, mar chomfes evel-se, Janed, e ve mez d’in mont ganez e nep lec’h, hag ouspenn poan a-walc’h ac’h eus bet !

Neuze Fanch a daol ar pevare troad er-meaz, en eur lavaret :

— Ra 'z aio an troad bioc’h eus a c’henou va gwreg !