Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gwir ’oa. Kaer he doa bet mont buan, heman, en eun taol, en doa pilet ar vioc’h keaz : n’oa ket bet diês d’ezan, rak ken treut ’oa ma ’z oa e doare eur garnel pe eur zac’had eskern.

— Sad’ ama eur c’hoari hirio gant an den diboell-man ? emezi. Ha me ha da vugale, petra ’raimp-ni brema, pa n’hor bezo mui berad leaz ?.,.

— Ro peoc’h d’in ! Gwelet a ri petra ’raimp !… Pep troad a vezo strinket er-meaz dre ar siminal, ne vezo nemet goulenn ar pez a vezo c’hoant da gaout hag e vezo digaset dioc’htu.

— Te ac’h eus kredet traou ar seurt-se, dorgen ma ’z out ?… Na piou, lavar d’in, a zo bet o fourra ar seurt traou fall-ze ez penn ?

— Pe forz zo ! eme an ozac’h, o tiframma, endra c’hell, ar c’hroc’hen dioc’h e vioc’h.

Pa voe diskroc’hennet penn-da-benn gantan, e trouc’has he fevar zroad diouti, e kasas anezo d’an ti hag e lavaras d’e wreg :

— Brema me ya en eur redadenn da Landerne (n’oa ket pell ac’hano o chom) ; bremaïk e vezin distro ; foar ’zo hirio ha me a oar e vezo reked war ar c’hrec’hin. Gortoz ’ta eur pennad ken na vezin distro. Neuze a welimp petra da ober.

Hag hen ober gaol kuit, o rampa da Landerne. Dioc’htu ma voe eat kuit, e wreg, droug enni o welet ar pevar zroad bioc’h war an daol eno, a c’hrosmol etre he dent :

— Setu ni lekeat reuzeudik, brema n’hon eus bioc’h mui. Hag an dra-ze evit petra ?… Evit kaout pevar zroad na roint foeltr seurt vad ebet d’eomp !…. Na petra rofent-i ?… Bed eo