Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ya da, aotrou. Red mat eo, pa n’oun ket evit prena, re baour oun evit se, anez va bugale a varvfe gant ar riou ha gant an naon : keuneud fall pe vat a zo red da aoza ar boued.

— Pa ’z oc’h ker paour-ze, mar kirit, ne viot ket pell.

— Karet a-walc’h, aotrou ! Ha penaos ?

— Eas eo, mar hoc’h eus eur vioc’h da laza. Pa vezo lazet, trouc’het he fevar zroad diouti, ha taolet-i goude er-meaz dre ar siminal, an eil goude egile, en eur c’houlenn pep tro ar pez hoc’h eus c’hoant, hag ho pezo ar pez a gerot.

— N’eus ken da ober ?

— Netra ebet ken ! eme an aotrou.

— Va bennoz d’eoc’h ! eme heman neuze, o vont kuit ez dillo.

Mar doa eat ar c’henta buan d’ar gear, heman a yeas buanoc’h c’hoaz, rak gouzout ervad a rea dioc’h e vreur ez oa gwir en doa lavaret an aotrou d’ezan.

E wreg, p’en em gavas, a oa ivez o rei da zena d’he merc’h. Heman, hep lavaret ger d’ezi, a gemer e vouc’hal, eun difre warnan. Ma lavaras e wreg :

— Mont a ran, emezan, p’oa e lost an ti, da laza va bioc’h.

Houman, pa glev, a grap en he merc’h hag ez a war-lerc’h he gwaz

— Petra am eus klevet ? emezi. Da laza da vioc’h ?… Ke vi ket pe me ’welo !

— Ne weli ket da ! emezan, rak great an taol,